Ouzhpenn ar c’hentelioù hag ar stajoù e c’hellit kenderc’hel pe mont pelloc’h o teskiñ brezhoneg hoc’h-unan en un doare digoust a-drugarez d’ar savenn evit deskiñ brezhoneg enlinenn savet gant Ofis Publik Ar Brezhoneg : Desketa.bzh
Setu ul lec’hienn internet savet gant KanN evit sikour ac’hanoc’h da labourat war ar brezhoneg er gêr ! Poelladennoù, yezhadur, geriaoueg… Peadra deoc’h da zerc’hel ganti, pleustriñ pe adwelout !
Evit ar e live 1 (kentañ bloavezh ar c’hentelioù) nemetken. Emañ al liveoù all war ober.