KanN a ginnig kentelioù war ar brezhoneg evit an dud deuet el Liger-Atlantel. Ar c’hursus kentelioù noz kinniget gant KanN a vez aozet war 5 live. E fin ar c’hursus e veoc’h gouest da vezañ komprenet ha da gompren ar re all !
War-ober emañ c’hoazh ar gael. Ur gentel pe ziv a c’hallo bezañ ouzhpennet e-kerzh an hañv. Chomit war evezh !
Kentel tañva digoust : Deuit da welout penaos e vez kaset ar c’hentelioù a-drugarez d’ur gentel tañva digoust ! Evit en ober, kasit ur postel deomp pe lakait hoc’h anv dre ar furmskrid (klikit amañ).
PRIZIOU HAG ENSKRIVAÑ
Pediñ a reomp ac’hanoc’h da dremen dre hor fajenn HelloAsso evit lakaat hoc’h anv er c’hentelioù ha paeañ an emezelañ, gant ma vo posupl deoc’h. Implijit ar furmskrid dindan (pe klikit amañ)
Gant KanN e vez degemeret ivez ar paeañ :
dre chekenn (da gKentelioù an Noz 12, bali an Angevinière 44800 SANT-ERVLAN). Gallout a rit sevel 3 chekenn a vo enkefiet e miz Genver, C’hwevrer ha Meurzh.
dre chekennoù vakañsoù
➡️ Fichenn enskrivañ da leuniañ ha da gas deomp en-dro ma teufec’h da baeañ dre chekenn pe chekennoù vakañsoù :KLIKIT AMAÑ