O klask pleustriñ war ar brezhoneg emaoc’h ? Kinnig a reomp deoc’h un nebeud c’hoarioù evit labourat hag adwelet !
C’hoari evit Pask:
Klikit war ar skeudenn evit kavout ar c’hoari savet gans Noela, stajiadez Skol an Emsav.
C’HOARI 1 :
Kentelioù an Noz a ginnig deoc’h adweladennoù live 1 ha live 2 evit Kala-Goañv !

C’HOARI 2 :
Emgav war al lec’hienn da heul evit c’hoari : https://www.educandy.com/
Ha lakait kod ar c’hoari a zedenn ac’hanoc’h a-zehoù e-krec’h pajenn al lec’hienn educandy (listenn ar c’hodoù a vo kavet ganeoc’h e traoñ ar bajenn-mañ) !
Un nebeud kuzulioù a-raok kregiñ ganti…
8 doare zo da c’hoari en holl.
1 c’hoari a c’hell bezañ c’hoariet e meur a zoare (Anagrams, Word Search, Hangman…).
C’hoari ar re brezhoneg / galleg da gentañ evit deskiñ ar c’heriaoueg.
Pouezañ war CTRL “+” pe “-” evit brasaat pe bihanaat ar c’hoarioù war ar skramm ma n’int ket bras a-walc’h.
C’hoariit da gentañ gant Anagrams ha Word Search a-raok ober gant Hangman, diaesoc’h eo !
-
- Anagrams : Klikit war lizherennoù en traoñ evit adkavout ar ger.

-
- Word Search : Chomit da glikañ en ur fiñval al logodenn evit tapout ar ger a-bezh. Gallout a reer kavout gerioù war an tu-gin, a-gleiz da zehoù hag a-zehoù da c’hleiz, eus an us d’an traoñ hag ar c’hontroll, hag a-veskell.

-
- Hangman : Klikit war lizherennoù en traoñ evit adkavout ar ger a-raok ne vefe debret an dablezenn chokolad !

-
- Noughts & Crosses : Kemerit ar ger a-zehoù ha lakait anezhañ da glotañ gant ar ger er c’hoari evit sevel ul linenn 3 ront pe 3 c’hroaz. Gallout a rit c’hoari a-enep an urzhiataer pe daou-ha-daou ma ‘z eus unan bennak en ho kichen.

-
- Crosswords : Klikit war an niverenn da gentañ pe ar gerioù a-zehoù. Klikit da c’houde war al lizherennoù en traoñ evit adkavout ar ger. Diwallit, ma rit ur fazi e cheñcho plas al lizherennoù. Ne gemer ket ar c’hoari-mañ e kont nag al lizherenn “C’H” nag ar varrennig-stagañ.

-
- Match-up : Lakait ar gerioù da glotañ an eil gant ar re all.

-
- Memory : Troit ar c’hartoù hag adkavit an daouadoù.

-
- Multiple choice : Kavit ar ger e-touez meur a zibab a glot gant ar ger kentañ.

Ar c’hodoù evit gellet c’hoari
Al livioù | Al loened | Anvioù-gwan | An dilhad | Ar familh | Ar sifroù | Ar verboù | Ar frouezh | Al legumaj |
301b Live 1 brezhoneg/galleg |
5109 Live 1 |
50f2 Live 1 |
5137 Live 2 brezhoneg/galleg |
32db Live 2 |
3140 Live 1 |
50ed Live 1 |
58b59 brezhoneg |
58831 brezhoneg |
309d Live 1 brezhoneg |
510e Live 1 Unander/Liester |
512f Live 3 |
513c Live 2 brezhoneg/galleg (rikoù) |
32e0 Live 2 Unander/Liester |
56bb6 Live 3 galleg/brezhoneg (lodenn 1) |
58b52 galleg/brezhoneg |
58839 galleg/brezhoneg |
|
5145 Live 2 brezhoneg |
56c76 Live 3 galleg/brezhoneg (lodenn 2) |
|||||||
5146 Live 2 brezhoneg (rikoù) |