Pevarlamm ... petra eo ?
Ur c’hursus 120 eurvezh kelenn (da nebeutañ) bep bloaz gant ar pal tizhout al live B1 / B2 dindan 3 bloaz dre kentelioù ha stajoù.
Un trede hent deskiñ an hini eo, etre ar stummadurioù hir hag ar c’hentelioù noz.
Ar forfed Pevarlamm gant KanN
- 2 gentel 1e30 bep sizhun e kreiz-kêr Naoned (ti ar c’hevredigezhioù Désiré Colombe)
- 2 x 1 devezh staj e brezhoneg bep bloaz
- 1 dibenn-sizhun staj e brezhoneg bep bloaz
- 1 mintinvezh (d’ur sadorn) adwelout bep bloaz
Ar priz
20€ skodenn KanN + priz hervez ho rannad tiegezhel a-drugarez da skoazell Rannvro Breizh. Evit gouzout hiroc’h diwar-benn an dra-se, kasit ur postel da : kenteliouannoz@gmail.com
Ar c'hursus Pevarlamm e 2026 - 2027
Pevarlamm bloavezh 1
- Evit ar re n’int ket krog c’hoazh gant ar brezhoneg
- Evit ar re a zo krog o-unan gant ar brezhoneg pe dre gentelioù-noz hag o defe c’hoant da gregiñ en-dro adalek ar penn-kentañ
- 2 gentel 1e30 bep sizhun e ti ar c’hevredigezhioù Désiré Colombe (Naoned) :
- d’ar Meurzh : 18:30 – 20:00
- d’ar Merc’her : 18:30 – 20:00
Pevarlamm bloavezh 2
- Evit ar re a zo o paouez echuiñ gant o bloavezh 1 Pevarlamm
- Evit ar re o deus graet ur bloavezh kentelioù-noz dija d’an nebeutañ
- 2 gentel 1e30 bep sizhun e ti ar c’hevredigezhioù Désiré Colombe (Naoned) :
- d’al Lun : 20:30 – 22:00
- d’ar Merc’her : 20:30 – 22:00