Kinniget e vez stajoù gant Kentelioù an Noz a-benn deskiñ pe bleustriñ war ar brezhoneg e Liger-Atlantel :
🍂Stajig an diskar-amzer – ur Sadornvezh e St-Ervlan e miz Here/Du
❄️Staj ar goañv – Dibenn-sizhun war an aod e miz Meurzh da vare Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg
🌹Stajig an nevezamzer– ur Sadornvezh e St-Ervlan e miz Ebrel/Ma
☀️Staj an hañv – 5 devezh e St-Ervlan e miz Gouere kenaozet gant Skol an Emsav
👍️ kinnig a reomp ivez mintinvezhioù adwelout war boentoù resis : d’ar Sadorn; meur a wech e-pad ar bloavezh-skol
NEVEZENTIOU
️ Amañ ‘mañ mintinvezh adwelout kentañ ar bloavezh-skol !
Mintinvezh adwelout e brezhoneg : an diazez
KanN a ginnig deoc’h ur mintinvezh evit adwelout an diazez e brezhoneg gant an TPR (Total Physical Response), un doare pedadogel etreoberiat ha fentus a liamm an ober ouzh ar gerioù hag ar frazennoù. Da skouer, ma vez lavaret “Savit ho torn !” gant ar c’helenner hag e rank an deskarded sevel o dorn da ziskouez o deus komprenet an urzh. A-walc’h ‘zo gant ar c’henarroud evit lakaat da gompren ha da envoriñ ar frazennoù. Un doare a-feson da zeskiñ hep gouzout deoc’h !
Digor eo ar mintinvezh d’an hollliveoù, ha pa vefec’h krog gant ar brezhoneg pe pas.