Keleier miz Gouere

27 June 2023 0 By Degemer

Setu fin ar bloaz ! Skipailh ar gevredigezh a het deoc’h un hañv laouen ha spi hon eus ho kwelout ar bloaz a zeu evit ma vo bev hor yezh ! Trugarez d’an holl o deus kemeret perzh er c’hentelioù hag en obererezhioù ar bloaz-mañ !

Adkregiñ a raio ar c’hentelioù sizhun diwezhañ miz Gwengolo. Kelaouet e vioc’h dre bostel evit an (ad)enskrivadurioù. Posupl eo lakaat hoc’h anv dija evit ar bloaz a zeu dre bostel.

Kavout a rit rentañ-kont Emvod-Meur Dreistordinal ar 16/06 en ur glikañ amañ.

C’HOARIOÙ BREIZH E NAONED 30/06 > 09>07

Evit an eil bloaz e vo dalc’het ar C’hoarioù Breizh tro-dro d’ar c’hastell.
Kentelioù an Noz a vo eno d’ar Yaou 6 evit “devezh ar brezhoneg” : roet e vo titouroù hag un tañva evit kregiñ ganti !

DESKIÑ E-PAD AR VAKAÑSOÙ

Anavezout a rit hol lec’hienn deskiñ “Mogidell” ?
Warni e kavoc’h poelladennoù ha reolennoù evit adwelout. Pep tra a zo digor d’an holl liveoù, profitit eus an hañv evit deskiñ hag adwelout !

SIKOURIT AR BREZHONEG E LIGER-ATLANTEL :
GRIT UR ROADENN DA GENTELIOÙ AN NOZ !

Roit harp da Gentelioù an Noz evit reiñ lañs d’ar brezhoneg e Liger-Atlantel : a-drugarez d’ho roadennoù e c’hallo hor c’hevredigezh kas he raktresoù niverus da-benn ha lakaat birvilh en ho puhez  !

Bez’ e c’hallit ober ur roadenn da Gentelioù an Noz dre Helloasso pe dre chekenn war anv Kentelioù an Noz (kaset d’ar chomlec’h da-heul : 12 bali an Angevinière, 44800 Sant-Ervlan).

Ar sammad anezhi a c’hallot tennañ diouzh ho tailhoù (66% evit an dud, 60% evit ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù). Ur baperenn testeni a vo kaset deoc’h.

Trugarez vras evit ho sikour !