Obererezhioù

Dizoloit an holl obererezhioù kinniget gant Kentelioù an Noz ar bloaz-mañ, ouzhpenn ar c’hentelioù !

Kanañ

Ar stal ganañ a vez anezhañ ur Merc’her bep miz ha kaset eo da benn gant Kristin David. Un digarez dreist da gomz brezhoneg, da ganañ a-stroll ha da binvidikaat ho toniaouegoù !
E ti an animatourez, karter Beauséjour
Bep trede Merc’her ar miz da 6e30.
Emgav a zeu : d'ar Merc'her 16 aviz Du
Priz : 45€ ar bloaz + 20€ emezelañ

Tro ha bistro

Adkavit ac’hanomp ur wech bep miz, bep miz an aliesañ, a-benn komz e brezhoneg tro-dro d’ur banne en un davarn !
Degemeret e vez an deraouidi.
Lakait hoc'h anv evit reseviñ hol lizher-kelaouiñ bep miz evit gouzout munudoù an emgav a zeu.
Emgav a zeu : d'ar Meurzh 22 a viz Du
Priz : digoust / Pep hini a bae h·e lod.

Sevel ur gronikenn

Pal ar stal a zo deskiñ sevel ur gronikenn : skrivañ, difaziañ, dibunañ, enrollañ ha selaou a zo 5 tennad ar prantad-se ! Marianne eus Radio Naoned a hento ac’hanoc’h e krouidigezh ho kronikenn ha Liza eus Kentelioù an Noz a sikouro ac’hanoc’h war an difaziañ. Deuit gant ho mennozhioù !
Radio Naoned, 2 alez Henri Farman, 44800 Sant-Ervlan.
E-tro ur Sadorn bep daou viz etre 10e ha 5e (daou strollad - unan da vintin hag unan d'enderv).
Enskrivadur ret.
Priz : digoust evit an izili

Bodad Lenn

Ar Bodad Lenn a gej e-tro ur wech bep miz a-benn komz eus ul levr pe zaou e brezhoneg bet dibabet en a-raok (ul levr gant ul live brezhoneg uhel a-walc’h hag un eil aesoc’h).
E Kreizenn Sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali an Añjevinier, 44800 Sant-Ervlan
D'ar Sadorn vintin da 10e

Priz : 20€ ar bloaz (priz an emezelañ d'ar gevredigezh)

Kentel lenn

Palioù ar stal-mañ a zo lenn levrioù dibabet hervez al live barregezh e brezhoneg, dizoleiñ lennegezh Breizh pe troet e brezhoneg, en em gavout evit eskemm e brezhoneg diwar-benn ar pezh a zo bet lennet ha pleustriñ war ar yezh dre gomz.
Kreizenn Sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali an Añjevinier, 44800 Sant-Ervlan
Ur Sadorn bep daou viz tamm-pe-damm da 10e30.

Emgav a zeu : d’ar Sadorn 19 a viz Du

Priz : 20€ ar bloaz (priz an emezelañ d’ar gevredigezh)

Pourmenadennoù

Teir gwech ar bloaz, deuit da zizoleiñ pe da zizoleiñ adarre lec’hioù liesseurt Liger-Atlantel gant Yann-Lukaz Badeaud, kelenner ha prezidant Kentelioù an Noz Gwinieg el Lavreer-Botorel abaoe bloavezhioù.
Emgav a zeu : d'ar Sadorn 19 a viz Du
War porzh Antr (Indre) da 9e45
Priz : digoust