Kentelioù an Noz a zo un oberer pouezus e kelenn ar brezhoneg e Liger-Atlantel abaoe 1985. Hiziv e stroll ar gevredigezh-mañ ouzhpenn 200 ezel. Ouzhpenn ar c’hentelioù sizhuniek e vez kinniget gant Kentelioù an Noz stajoù hag obererezhioù e brezhoneg. En deroù e oa tolpet ar gevredigezh en Naoned dreist-holl, ha tamm-ha-tamm ez eo en em astennet da beurrest meurgêr Naoned. Abaoe 2000 ez eus eus Kentelioù an Noz e Liger-Atlantel a-bezh.
Skoazellet gant ar galloudoù publik (Kuzul rannvroel Breizh, Kuzul departamantel Liger-Atlantel, Kêr Naoned, Kêr Reudied), he deus Kentelioù an Noz dalc’het he startijenn gevredigezhel hag he deus gallet war ar memes tro en em vicherelaat a-hed he 30 bloavezh buhez. Gopret e vez hiziv enni 11 den.