Gallout a reomp lakaat ac’hanoc’h da gomz !
Obererezh istorel ar gevredigezh eo ar c’hentelioù war ar brezhoneg evit an dud deuet. Kinniget e vez kentelioù war meur a gumun eus departamant Liger-Atlantel. KanN a ginnig deoc’h ur red war 5 live ma c’halloc’h deskiñ peadra da vezañ komprenet ha da gompren ar re all.
Prizioù 2021 – 2022
Priz leun Priz digresket
Emezeladur hiniennel 20€
Emezeladur evit ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù 40€
Kentelioù brezhoneg ha Kentelioù Komz (1e30/sizhun) 195€ 110€
Bodad Komz al Lun d’enderv (1e30/sizhun) 150€ 80€
Kentel 3e (Merc’her vintin) 305€ 220€
C’hoariva (ur gentel bep sizhun, strollad emren) 35€
Kanañ (ur stal bep miz) 45€
Prientiñ d’ar vachelouriezh 17€/eur
Prizioù digresket : evit ar studierien, tud dilabour, tud gant nebeut a c’hounidigezhioù. Evit an dud eus ar memes familh pe evit ar c’houpladoù e kinnigomp ar priz digresket evit an eil den. Evit an izili a heuil ur gentel brezhoneg ez eus tu da gaout ur priz digresket evit an obererezhioù all pe evit un eil kentel.
Enlinenn dre Helloasso :
En ul leuniañ ar furmskrid amañ dindan hag en ur gas en-dro deomp gant ho chekenn(où) da Kentelioù an Noz 12, bali an Angevinière 44800 SANT-ERVLAN. Gallout a rit ivez ober teir chekenn hag a vo enkefiet e miz Here, miz Du ha miz Kerzu.
Fichenn enskrivañ 2021-2022Pellgargañ- Gallout a rit paeañ gant chekennoù vakañsiñ.
Kael ar c’hentelioù 2021-2022
Live | Eur ha deiziad | Lec’h | Kelenner.ez | Titouroù ouzhpenn |
---|---|---|---|---|
Live 1 | Lun da 7e | Kreizenn kevredigezhel Désiré-Colombe, 8 straed Arsène Leloup 44000 Naoned | Alixia | Sal an Dockers, 2il estaj |
Live 1 | Lun da 7e30 | Skol sonerezh, 9 straed an ti-gar, 44610 Antr | Pascal | 1añ estaj, e foñs an trepas a-gleiz |
Live 1 | Lun da 8e30 | Porzh Boyer, 80 straed Porzh Boyer, 44300 Naoned | Gweltaz | Atelier dessin C, rez-an-douar |
Live 1 | Meurzh da 7e30 | 5, straed ar Prime, 44100 Naoned | Audrey | Sal ar Prime (Karter Santez-Tereza) |
Live 1 | Merc’her da 8e | Sal Ampère, 20 straed Ampère, 44100 Naoned | Ingrid | Sal A, rez-an-douar |
Live 1 | Yaou da 8e | Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali an Angevinière, 44800 Sant-Ervlan | Julia-Marie | Savadur B, sal stummañ, rez-an-douar |
Live 1 | Yaou da 8e | 1 straed an 11 a viz Du, 44130 Blaen | Liza | Sal 5 ar porzh mortier |
Live 2 | Lun da 8e | Skol Diwan Naoned, 160 straed Corps de Garde, 44100 Naoned | Visant | |
Live 2 | Lun da 8e15 | Kreizenn Kevredigezhel Mangin île Beaulieu, 12 straed Anatole de Monzie, 44200 Naoned | Julia-Marie | Sal E, rez-an-douar |
Live 2 | Meurzh da 8e | Manufacture, 10 bis, bali Stalingrad 44000 Naoned | Tudi | Sal Commission 2, 1añ estaj |
Live 2 | Meurzh da 8e | 8 straed Jean-Baptiste Vigier, 44400 Reudied | Ingrid | Sal Jean-Baptiste Vigier |
Live 3 | Lun da 11e30 | Kreizenn Kevredigezhel Désiré-Colombe, 8 straed Arsène Leloup 44000 Naoned | Liza | Sal an Tricosa, 2il estaj |
Live 3 | Merc’her da 8e | Skol Diwan Naoned, 160 straed Corps de Garde, 44100 Naoned | Alixia | |
Live 3+ | Merc’her da 8e | Ti-karter Bottière, 147 Hent Santez-Lusenn, 44300 Naoned | Liza | Sal stummañ 1, 1añ estaj |
Live 3+ | Yaou da 6e30 | Centre de la Tannerie, Al Lavreer-Botorel | Yann-Lukaz | |
Live + | Lun da 8e | Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali an Angevinière, 44800 Sant-Ervlan | Liza | Savadur B, sal stummañ, rez-an-douar |
Live + | Gwener da 12e15 | Kreizenn Kevredigezhel Désiré-Colombe, 8 straed Arsène Leloup 44000 Naoned | Liza | Sal an Tricosa, 2il estaj |
Kentel Komz | Lun da 5e45 | Enlinenn | Liza | |
Kentel Komz | Meurzh da 10e (mintin) | Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali Angevinière, 44800 Sant-Ervlan | Liza | Savadur B, sal emvod, 1añ estaj |
Kentel Komz | Meurzh da 8e | Kreizenn Kevredigezhel Désiré-Colombe, 8 straed Arsène Leloup 44000 Naoned | Liza | Sal an Dockers, 2il estaj |
Kentel Komz | Merc’her da 3e30 | Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali Angevinière, 44800 Sant-Ervlan | Liza | Savadur C, sal orañjez, rez-an-douar |
Bodad Komz | Lun da 3e | Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali Angevinière, 44800 Sant-Ervlan | Liza | Savadur B, sal emvod, 1añ estaj |
Un emvod distro-skol a vo aozet ganeomp, d’al Lun 20 a viz Gwengolo 2021 da 7e e Yezhoù ha Sevenadur e Sant-Ervlan, evit gellet kejañ hag en em enskrivañ ma fell deoc’h. Pass yec’hedel ret.
- Un eil emvod distro a vo aozet ganeomp enlinenn ar wech-mañ. Dav e vo deoc’h en em enskrivañ amañ evit kemer perzh.
- Kemer a raimp perzh en un nebeud foromoù kevredigezhel en Naoned ha tro-dro, deuit da gejañ ganeomp ! Posubl e vo deoc’h en em enskrivañ d’ar mareoù-se ivez :
- 04/09 : Santez-Lusenn etre 9e hag 1e
04/09 : Naoned – Dervallières-Zola etre 10e ha 5e
04/09 : Reudied etre 11e ha 5e
04/09 : Naoned – Désiré-Colombe etre 1e30 ha 5e30
10/09 : CSC ar Sav-Heol etre 4e30 hag 8e30
11/09 : Antr – Plasenn Odette Nilès etre 10e30 ha 5e
- 11/09 : Sant-Stefan-Brengoloù – Sal Coteau etre 10e ha 3e30
Kregiñ a raio ar c’hentelioù sizhun ar 27 a viz Gwengolo 2021.
- Evit an dud dedennet gant ar Gentel Komz enlinenn, gallout a rit respont d’ar c’houlennaoueg a-benn lakaat ac’hanomp da c’houzout peseurt eur ha peseurt deiziad a zo ar gwellañ evidoc’h.
- Goulenn a ra an tiez-kêr ur pass yec’hedel evit mont tre er salioù. Dav e vo deoc’h kaout unan ar bloaz-mañ evit mont tre neuze.
- Evit derc’hel gant ar gentel e vo dav kaout 5 den enskrivet e pep strollad da nebeutañ. Ma n’eus ket 5 den e voc’h hentet davet ur gentel all pe restaolet hoc’h enskrivadur.
Kartenn ar c’hentelioù 2021-2022
Voir en plein écran
Ur poent a c’hell kuzhat unan all. Zoumit !