Degemer mat !

Kentelioù an Noz a zo ur gevredigezh pouezus war dachenn ar c’helenn brezhoneg e Liger-Atlantel abaoe 1985. Hiziv e stroll ar gevredigezh-mañ e-tro 200 ezel. Ouzhpenn ar c’hentelioù sizhuniek e vez kinniget gant Kentelioù an Noz stajoù hag obererezhioù e brezhoneg.

Kentelioù an Noz

En deroù e oa ar gevredigezh tolpet en Naoned dreist-holl, ha tamm-ha-tamm ez eo en em astennet da beurrest meurgêr Naoned. Abaoe 2000 ez eus eus Kentelioù an Noz e Liger-Atlantel a-bezh.

Kentelioù

Ar c’hentelioù war ar brezhoneg evit an dud deuet a zo obererezh pennañ ar gevredigezh. Kinniget e vez ar c’hentelioù war meur a gumun eus Liger-Atlantel.

Obererezhioù

Ouzhpenn ar c’hentelioù e vez kinniget gant Kentelioù an Noz ur bern obererezhioù e brezhoneg e-pad ar bloaz ! C’hoariva, kan, kaozeadennoù e brezhoneg, stalioù sevel kronikennoù gant Radio Naoned, stalioù lavarout ur sorbienn, bodadoù lenn…