Adwelet ha c’hoari

Ouzhpenn ar c’hentelioù hag ar stajoù e c’hellit mont pelloc’h o teskiñ brezhoneg hoc’h unan ha digoust a-drugarez da lec’hien internet Desketa.bzh

Hegerz dre internet war hoc’h urzhiataer, smartphone pe ho tablezenn.

5

O klask pleustriñ war ar brezhoneg emaoc’h ? Kinnig a reomp deoc’h un nebeud c’hoarioù evit labourat hag adwelet !

C’hoant da ganañ a-bouez-penn kanaouennoù e brezhoneg en ho ti ? Adkavit hor chadenn Youtube gant kanaouennoù e karaoke bet savet ganeomp en ur dremen eus Georges Brassens da Storlok, eus Manu Chao da Angèle hag eus Jean-Luc Roudaut da Abba !

bandeau

Ul lec’hienn internet evit sikour ac’hanoc’h da labourat war ar brezhoneg er gêr ! Poelladennoù, yezhadur, geriaoueg… Kavet e vo amañ ganeoc’h ar pezh ho peus ezhomm evit derc’hel ganti, pleustriñ hag adwelet !

Savet ez eus bet videoioù gant skipailh Kentelioù an Noz evit deskiñ geriaoueg, reolennoù yezhadur pe evit labourat war an distagañ !