Plijout a rafe deoc’h harpañ ar brezhoneg e Liger-Atlantel ? Grit ur roadenn da gKentelioù an Noz !
Roit harp da gKentelioù an Noz evit reiñ lañs d’ar brezhoneg e Liger-Atlantel : a-drugarez d’ho roadennoù e c’hallo hor c’hevredigezh kas he raktresoù niverus da benn ha lakaat birvilh en ho puhez !
Gallout a rit ober ur roadenn da gKentelioù an Noz dre Helloasso (amañ dindan) pe dre chekenn war anv Kentelioù an Noz (kaset d’ar chomlec’h da-heul : 12 bali an Angevinière, 44800 Sant-Ervlan).
Ar sammad anezhi a c’hallot tennañ diouzh ho tailhoù (66% evit an dud, 60% evit ar c’hevredigezhioù hag an embregerezhioù). Ur paper testeni a vo kaset deoc’h.
Trugarez vras evit ho sikour !