Stal sevel ur gronikenn

Ur wech bep daou viz e kenaozomp gant Radio Naoned ur stal sevel ur gronikenn. Ar stal a zo buhezet d’ar Sadorn gant Liza Jakez-Vargas, e-karg eus ar c’helenn e Kentelioù an Noz, ha Marianne Vaidie, animatourez radio e Radio Naoned.

Selaouit ouzh ar c’hronikennoù bet savet da geñver ar stal-mañ gant ar berzhidi !

Kronikennoù an 11 a viz Kerzu 2021

Ar botoù-koad gant Aude

An ekologourez Aude Merrien-Maas a zispleg deomp eo kalz gwelloc’h implij botoù-koad evel he zad-kozh gwechall evit liorzhañ e plas an heuzoù plastek a vez gwelet bremañ.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Ar c’hakao gant Patricia

Patricia a gont deomp istor ar c’hakao en Europa.
Gant piv eo bet degaset ? Ha gant piv eo bet brudet ? Hag ur rekipe evit fardañ chokoladennoù a vo da glevet e fin ar gronikenn.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Kronikennoù an 13 a viz Meurzh 2021

An dizingalded etre ar baotred hag ar merc’hed er skol gant Mathilde

An dizingalderioù etre ar merc’hed hag ar baotred a grog er skol. Diwar studiadenn Edith Maruéjols, doktorez war an douaroniezh, e tispleg Mathilde deomp implij ar porzhioù-skol kentañ derez gant ar vugale. Ar baotred a c’hoari mell-droad e-kreiz hag ar merc’hed a chom war ar bordoù. Hervez Mathilde eo pouezus en em soñjal war an dra-se rak ar porzh-skol a zo al lec’h foran kentañ ma vez darempredet gant ar vugale.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Plas ar maouezed war leurennoù Breizh gant Anne-Gaelle Ardiet

Muioc’h-mui e vez lakaet ar gaoz war an ingalded etre ar merc’hed hag ar baotred, ha gwell a se ! Met labour a chom c’hoazh. E bed ar sonerezh da skouer n’eo ket kevelet ar merc’hed hag ar baotred war al leurennoù. Anne-Gaëlle ‘deus bet c’hoant da ziskouez dre ur gronikenn, pegen skañv e oa an niver a vaouezed war leurennoù ar vro. Diwar skouerioù ha sifroù kavet ganti en hec’h enklaskoù e tispleg deomp na ral e vez klevout merc’hed o seniñ dreist-holl. Festoù-noz, sonadegoù met ivez er bagadoù n’eus ket kalz a vaouezed anvet da Benn Sonerez c’hoazh.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Kronikennoù an 10 a viz Here 2020

An dilhadoù hengounel gant Mazheas Gwivarc’h

E-pad bloaz en deus bevet Mazheas en Aostria. Eno en doa arvestet da ouel sevenadurel Aufsteirern ha gwelet evit ar wech kentañ dilhadoù hengounel ar vro. Displegañ a ra deomp en e gronikenn an diforc’hioù etre dilhadoù hengounel Breizh ha reoù Bro-Aostria.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Un tamm preder war keleier ar bed gant Yann-Bêr Quirion

Yann-Bêr Quirion a rann ganeomp e breder diwar-benn ar c’heleier a vez embannet bemdez gant media-mañ-media ! Sed amañ e daol-imor, harpet diwar an traoù en deus klevet er radio pe lennet er c’hazetennoù.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Ar c’hwiliorez european gant Aude Merrien-Maas

Un ekologourez penn-kil-ha-troad eo Aude ! Evit he ferzh kentañ er stal sevel ur gronikenn he deus dibabet lakaat ar gaoz war un amprevan gouest da spontañ an dud. Ar c’hwiliorez european pe ar bennmarc’henn !

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Kronikennoù ar 14 a viz Meurzh 2020

Mamie Blue ! gant Danielle Padel

Danielle zo boaz bremañ da gemer perzh er stal “Sevel ur gronikenn”, ha deuet eo brav ganti ! Hiziv e kinnig deomp un taol imor diwar-benn he mab-bihan.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Portmagee gant Joël Le Callonnec

Bet eo Joël o vakañsin e Bro-Iwerzhon. Erruet war-zu Portmagee, e kornog ar vro, en doa diskoachet e oa ul liamm etre Naoned ha Portmagee. Met pehini ?

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Ar “Phising” gant Patrig Renaudineau

Ar “Phishing” a zo doareoù-ober gant ar sibertorfederien evit dastum ho niverennoù bank. Padrig a zispleg deomp hiroc’h.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Belfast gant David Le Bourhis

Ma fell deoc’h mont da veajiñ ha gweladenniñ Belfast dreist-holl… David Le Bourhis a ginnig deoc’h ur gronikenn a sikouro ac’hanoc’h d’ober anaoudegezh gant kêrbenn norzh Bro-Iwerzhon.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Istor Breizh gant Visant Roue

Alies e kroger da gomz diwar-benn ar Vretoned p’en em gavont da Arvorig. Met un istor hir ‘zo bet a-raok. Alese ar goulenn-mañ : adalek pegoulz ez eus anv eus Breizh en istor ?

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Ar bezhin glas gant Laurence Garcia

Ar bezhin glas, setu eus ‘pezh ‘vo kaoz er gronikenn-mañ.
N’eus ket pell ‘zo e oa bet embannet ur vanenn-dreset savet gant Pierre Van Hove ha skrivet gant ur gazetennerez dizalc’h, Inès Léraud, anvet “Algues vertes, Histoire interdite”. E-pad daou vloaz he deus enklasket Inès Léraud war an danvez-mañ : Penaos eo bet marvet an dud hag al loened war an traezh ? Deus pelec’h e teu ar bezhin-glas-se ? Perak ne ra kazi netra den ebet ? Ouzh kalz tud vut he deus kejet. Un afer rividik eo.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Kronikennoù an 18 a viz Genver 2020

Pierre Abelard gant Brigitte Ar Gov

Diskoachañ Palez Bro-Gwinieg gant Kentelioù an Noz Gwinieg setu ar pezh he deus graet Brigitte ar Gov.
Hag evit he c’hronikenn gentañ he deus bet c’hoant kontañ deomp istor ar prederour / filozof Pierre Abelard ganet er Palez e 1079.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast

Ar fablennoù gant Danielle Padel

Fablennoù : diouzhtu e vez soñjet e re “Jean de la Fontaine” troet e galleg ken flour evel-just !
Met a-raozo e oa brudet-tre reoù Esope, e gresianeg kozh.
Lod al lennegezh hengounel e vezont er bed a-bezh ! E brezhoneg e vezont kavet ivez ?
N’eus ket pell eo bet klokaet hag embannet oberenn an aotrou Combeau, deus an XIXvet kantved, gant Daniel Doujet.

Klikit amañ evit selaou ouzh ar podkast