Aet ar maout gant Kentelioù an Noz evit Prizioù dazont ar brezhoneg e rummad ar c’hevredigezhioù !
D’ar Gwener 26 a viz Meurzh ez eus bet eus abadenn Prizioù dazont ar brezhoneg 2021 !
Aet eo ar maout gant Kentelioù an Noz e rummad ar c’hevredigezhioù ! Laouen-bras ha fromet-tre omp !
Trugarez vras d’an holl a genlabour ganeomp ha gourc’hemennoù d’an holl re o deus gounezet ur priz ar bloaz-mañ !
Gallout a rit sellet ouzh al lid en e bezh amañ dindan !