Kentelioù

Kentelioù war ar brezhoneg evit an dud deuet a vez kinniget e meur a gumun eus departamant Liger-Atlantel. KanN a ginnig deoc’h ur red-deskiñ a 5 live evit ma c’hallfec’h deskiñ peadra da vezañ komprenet ha da gompren ar re all.

ℹ️ Kentel tañva digoust :
A-hed ar bloavezh e vez tu mont da welet penaos e vez kaset ar c’hentelioù. N’eus nemet da gas deomp ur postel gant lec’h ha live ar gentel ho pefe c’hoant da gemer perzh enni.

Lec’hioù kentelioù 2024-2025

⚠️ Ar c’hentelioù a c’hell bezañ cheñchet pe nullet.

Poentoù melen : kentelioù/stalioù brezhoneg kinniget gant Kentelioù an Noz
Poentoù glas : kentelioù/stalioù brezhoneg kinniget gant aozadurioù all

LIVEOÙ

Live 1 : Ar re n’o deus desket brezhoneg morse

Live 2 : Ar re a oar en em ginnig pe sevel frazennoù simpl

Live 3 : Etre, evit deskiñ poentoù yezh araokaet

Live 4 (anvet a-raok “3+”) : Etre +, evit kreñvaat ar pep desket

Mont Pelloc’h (Live + / Kentel Komz / Bodad komz) : Evit mont donoc’h gant istor ar yezh, ar gomz hag ober adweladennoù

TITOUROÙ A-BOUEZ

  • Kroget e vez bep bloaz gant ar c’hentelioù e sizhun diwezhañ miz Gwengolo

  • Un emvod-distro a vez aozet e miz Gwengolo

  • Da bep hini e lusk ! Tu a zo heuliañ en-dro ar memes live ar bloavezh war-lerc’h pe cheñch strollad e-kerzh ar bloavezh krog
  • Resteurel : Ne vo ket tu deomp resteurel ac’hanoc’h paset ur miz-kentelioù (zoken ma oac’h ezvezant)
 
♿Tost an holl salioù-kelenn a c’hall degemer ar c’hadorioù-ruilh, estreget ar sal-emvod e Yezhoù ha Sevenadur ha sal Ampère. Goulennit diganeomp evit bezañ sur !

PRIZIOÙ HAG ENSKRIVAÑ

Gall a rit emezelañ ha/pe lakaat e anv dre chekenn(où) da gKentelioù an Noz 12, avenue de l’Angevinière 44800 SAINT-HERBLAIN. Gall a rit sevel 3 chekenn a vo enkefiet e miz Here, Du ha Kerzu.

Fichenn enskrivañ paper 2024-2025 : A-benn nebeut

  • RESTEUREL : Ne vo ket tu deomp resteurel ac’hanoc’h paset ur miz-kentelioù (zoken ma oac’h ezvezant)
  • Pep enskrivadur a zle bezañ kaset gant un EMEZELADUR. Da lâreteo : kentel/obererezh + 20€ emezelañ
  • PRIZIOÙ DIGRESKET : Studierien ha studierezed, tud dilabour, tud izel o gounidoù. Evit an eil ezel eus ar memes oaled.
  • Ar re o deus ar gwir da gaout ar GARTENN WENN (CARTE BLANCHE) a c’hell goulenn bezañ paeet hoc’h enskrivadur gant CCAS Naoned : https://metropole.nantes.fr/carte-blanche
  • Degemeret e vez ivez ar CHEKENNOÙ VAKAÑSOÙ

STUMMADUR HIR E SANT-ERVLAN

Stummadur gentañ adalek an 3/09/24 betek an 18/03/25

Kaset e vez ur stummadur micherel war ar brezhoneg gant Skol an Emsav e Sant-Ervlan (Erv Breizh.Hent Gwened)

  • 35h/sizhun e-pad 6 pe 9 viz
  • Digor d’an deraouidi ha liveoù izel
  • Tremenet e vez an Diplom Barregezh war ar Yezh (DBY) – Diplôme de Compétence en Langue (DCL, diplôme d’Etat)
  • Tu zo bezañ arc’hantaouet ar stummadur (CPF, Skoazell Rannvro Breizh ha Frañs Labour…)
formations longues avec Skol an Emsav

KENTELIOÙ/STALIOÙ BREZHONEG E LEC’HIOÙ ALL E BRO-NAONED :

GWENRANN : Skol al Louarn – https://www.skolallouarn.org/activites/coursbreton/
PORNIG / PORNIZH : Kelrc’h Keltiek Pornizh – http://cercleceltique44210.e-monsite.com/
MISILHA / MERZHELIEG : Kevredigezh “Du Breton à Missillac”
BRO-REDON : Gwelet ‘vo –
https://gweletvo.wordpress.com/cours/