Kentelioù brezhoneg – Blaen

Ar c’hursus kentelioù noz gant KanN

AL LIVEOU

KanN a ginnig kentelioù war ar brezhoneg evit an dud deuet el Liger-Atlantel. Ar c’hursus kentelioù noz kinniget gant KanN a vez aozet war 5 live.  E fin ar c’hursus e veoc’h gouest da vezañ komprenet ha da gompren ar re all !

Ar re n’o deus desket brezhoneg morse

Ar re a oar en em ginnig pe sevel frazennoù simpl

Live 3 : Etre, evit deskiñ poentoù yezh araokaet

Etre +, evit kreñvaat ar pep desket

Evit mont donoc’h gant istor ar yezh, ar gomz hag ober adweladennoù

KAEL AR C’HENTELIOU 2025 – 2026

⚠️ O lañsañ ar c’hentelioù e Blaen emaomp. Evit poent e vez kinniget ganeomp ur gentel live 1 (deraouidi) hepken. Kentelioù ouzhpenn, liveoù uheloc’h dezho, a c’hallfe bezañ digoret a-benn distro-skol 2026.

ℹ️ Kentel tañva digoust :
Deuit da welout penaos e vez kaset ar c’hentelioù a-drugarez d’ur gentel tañva digoust ! Evit en ober, kasit ur postel deomp.

PRIZIOU HAG ENSKRIVAÑ

Pediñ a reomp ac’hanoc’h da dremen dre hor fajenn HelloAsso evit lakaat hoc’h anv er c’hentelioù ha paeañ an emezelañ, gant ma vo posupl deoc’h. Implijit ar furmskrid dindan (pe klikit amañ) 

Gant KanN e vez degemeret ivez ar paeañ :

  • dre chekenn (da gKentelioù an Noz 12, bali an Angevinière 44800 SANT-ERVLAN). Gallout a rit sevel 3 chekenn a vo enkefiet e miz Here, Du ha Kerzu.
  • dre chekennoù vakañsoù

➡️ Fichenn enskrivañ da leuniañ ha da gas deomp en-dro ma teufec’h da baeañ dre chekenn pe chekennoù vakañsoù  : KLIKIT AMAÑ

TITOUROU A-BOUEZ

♿Tost an holl salioù-kelenn a c’hall degemer ar c’hadorioù-ruilh. Goulennit diganeomp evit bezañ sur !

  • Kroget e vo gant ar c’hentelioù e sizhun gentañ miz Genver
  • Resteurel : Ne vo ket tu deomp resteurel ac’hanoc’h paseet ur miz-kentelioù (zoken ma oac’h ezvezant)
  • PRIZIOÙ DIGRESKET : Studierien ha studierezed, tud dilabour, tud izel o gounidoù. Evit an eil ezel eus ar memes oaled ivez.