Piv omp ?

 

Kentelioù an Noz a zo ur gevredigezh pouezus war dachenn ar c’helenn brezhoneg e Liger-Atlantel abaoe 1985. Hiziv e stroll ar gevredigezh-mañ e-tro 200 ezel. Ouzhpenn ar c’hentelioù sizhuniek e vez kinniget gant Kentelioù an Noz stajoù hag obererezhioù e brezhoneg. En deroù, e oa tolpet ar gevredigezh en Naoned dreist-holl, ha tamm-ha-tamm ez eo en em astennet da beurrest meurgêr Naoned.

Skoazellet gant ar galloudoù publik (Kuzul rannvroel Breizh, Kuzul departamantel Liger-Atlantel, Kêr Naoned, Kêr Reudied), he deus Kentelioù an Noz dalc’het he startijenn gevredigezhel hag he deus gallet war ar memes tro en em vicherelaat a-hed he 30 bloavezh buhez. Gopret e vez 13 den enni hiziv.

Penaos eo meret ar gevredigezh ?

Hiziv ez eo meret ar gevredigezh gant ur c’huzul-merañ en un doare renerezh a-stroll gant 5 den ennañ :

A-gleiz da zehou war al luc’hskeudenn : Valérie Baron-Djibrila, Nikolaz David, Claude Simon, Aude Daguin-Looten (a oa e kuzul-merañ ar gevredigezh daou vloaz ‘zo), Alixia Thuau ha Clément Noël.

Ar gopridi leun amzer

Daou c’hoprad·ez leun amzer a zo o labourat e Kentelioù an Noz :
Liza Jakez-Vargas, e-karg eus ar c’helenn
Vassili MOREAU-MIOSSEC, kenurzhier

Ar gelennerien

Tro-dro 10 kelenner·ez, ouzhpenn Liza Jakez-Vargas, a ro kentelioù gant Kentelioù an Noz en Naoned hag en tro-war-droioù.
M’ho pefe c’hoant kas kentelioù-noz, kasit ur postel deomp ! Klask a reomp kelenner·ien·ezed bep bloaz a-raok an distro-skol.