STAJOÙ

Kinniget e vez stajoù gant Kentelioù an Noz a-benn deskiñ pe bleustriñ war ar brezhoneg e Liger-Atlantel :

🍂Stajig an diskar-amzer – ur Sadornvezh e St-Ervlan e miz Here/Du

❄️Staj ar goañv – Dibenn-sizhun war an aod e miz Meurzh da vare Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg

🌹Stajig an nevezamzer– ur Sadornvezh e St-Ervlan e miz Ebrel/Ma

☀️Staj an hañv – 5 devezh e St-Ervlan e miz Gouere kenaozet gant Skol an Emsav

👍️ kinnig a reomp ivez mintinvezhioù adwelout war boentoù resis : d’ar Sadorn; meur a wech e-pad ar bloavezh-skol

NEVEZENTIOU

❄️O tont emañ staj ar goañv !

Staj brezhoneg e bro Raez

Etre div vro

KanN a ginnig deoc’h un dibenn-sizhun staj brezhoneg war aod bro Raez, e Pradvael !

D’ar staj-mañ e vo kinniget : kentelioù, c’hoarioù,  obererezhioù c’hoarius, pourmenadegoù hag ur veilhadeg !

Digor eo ar staj-mañ d’an holl liveoù met ret eo bezañ krog gant ar brezhoneg.

🚸 Degemeret mat e vo ar vugale ! Rankout a raint bezañ ambrouget gant unan eus o c’herent.

⚠️ D’ar staj-mañ e vo goulennet ganeoc’h kaozeal brezhoneg ar muiañ ma c’halloc’h, e-pad ar c’hentelioù KENKOULZ HAG er-maez.

Roll-labour : WAR OBER

  • d’ar Sadorn 7/03 :
    •  
    •  
    •  
    •  
    •  
    •  
  • d’ar Sul 8/03 :
    •  

🍂 Amañ ‘mañ stajig an diskar-amzer !

Staj brezhoneg : Mojennoù ar vro

KanN a ginnig deoc’h un devezh staj brezhoneg war dem mojennoù ar vro.

D’ar staj-mañ e vo kinniget : kentelioù, c’hoarioù hag obererezhioù c’hoarius !

Digor eo ar staj-mañ d’an holl liveoù, ha pa vefec’h krog gant ar brezhoneg pe pas.

Roll-labour :

  • 9e – 9e30 : degemer banne kafe
  • 9e30 – 11e00 : kentel 1tañ
  • 11e00 – 11e15 : banne kafe
  • 11e15 – 12e30 : eil kentel
  • 12e30 – 2e00 : pred boutin (da bep hini da zegas ur meuz pe un dibenn-pred hag/pe un dra da evañ; yenerez ha skinforn war al lec’h)
  • 2e00 – 3e30 : atelieroù
  • 3e30 – 3e45 : banne kafe
  • 3e45 – 5e00 : prantad boutin