KanN a ginnig kentelioù war ar brezhoneg evit an dud deuet el Liger-Atlantel. Ar c’hursus kentelioù noz kinniget gant KanN a vez aozet war 5 live. E fin ar c’hursus e veoc’h gouest da vezañ komprenet ha da gompren ar re all !
⚠️ Ar gael-mañ a zo c’hoazh da vezañ kadarnaet kentelioù zo enni ⚠️ Betek miz Gwengolo e c’hallo bezañ cheñchamañtoù er gael. Ur gentel pe ziv a c’hall bezañ nullet ivez. Reoù all a c’hallo bezañ ouzhpennet.
Kentel tañva digoust : Deuit da welout penaos e vez kaset ar c’hentelioù a-drugarez d’ur gentel tañva digoust ! Evit en ober, kasit ur postel deomp.
PRIZIOU HAG ENSKRIVAÑ
Pediñ a reomp ac’hanoc’h da dremen dre hor fajenn HelloAsso evit lakaat hoc’h anv er c’hentelioù ha paeañ an emezelañ, gant ma vo posupl deoc’h. Implijit ar furmskrid dindan (pe klikit amañ)
Gant KanN e vez degemeret ivez ar paeañ :
dre chekenn (da gKentelioù an Noz 12, bali an Angevinière 44800 SANT-ERVLAN). Gallout a rit sevel 3 chekenn a vo enkefiet e miz Here, Du ha Kerzu.
dre chekennoù vakañsoù
➡️ Fichenn enskrivañ da leuniañ ha da gas deomp en-dro ma teufec’h da baeañ dre chekenn pe chekennoù vakañsoù :KLIKIT AMAÑ
TITOUROU A-BOUEZ
Kroget e vez gant ar c’hentelioù e sizhun diwezhañ miz Gwengolo
Un emvod-distro a vo aozet e miz Gwengolo
Resteurel : Ne vo ket tu deomp resteurel ac’hanoc’h paseet ur miz-kentelioù (zoken ma oac’h ezvezant)
PRIZIOÙ DIGRESKET : Studierien ha studierezed, tud dilabour, tud izel o gounidoù. Evit an eil ezel eus ar memes oaled.
Ar re o deus ar gwir da gaout ar GARTENN WENN (CARTE BLANCHE) a c’hell goulenn bezañ paeet hoc’h enskrivadur gant CCAS Naoned : https://metropole.nantes.fr/carte-blanche