Lenn a c’hell bezañ un doare a-feson evit mont war-raok pe mirout e live. Bez’ e kaver levrioù mat diouzh an deraouidi ! Un nebeud levrioù a zo e burev Kentelioù an Noz, neoazh setu ul listenn eus al lec’hioù a c’haller kavout traoù da lenn e brezhoneg enno.
KDSK Sant-Ervlan : Kreizenn Dafar Sevenadurel Keltiek
Ur gwir vediaoueg liesyezhek eo ar gKDSK. Kinnig a ra d’an holl lenn pe amprestañ levrioù, bandennoù-treset, geriadurioù, hentennoù-yezh, kelaouennoù, pladennoù, DVD… e brezhoneg, galleg, gallaoueg ha yezhoù all c’hoazh !
Ajañs Sevenadurel Breizhek Liger-Atlantel
(photo Presse-Océan – Stéphane Pajot)
Kalon sevenadur Breizh e Liger-Atlantel eo an ASB ! Kavout a reoc’h ahont levrioù, CDoù ha DVDoù e brezhoneg, galleg ha gallaoueg da werzhañ pe da amprestiñ. Emañ burev an ajañs e mediaoueg Jaques Demy e kreiz-kêr Naoned.
KELAOUENNOÙ
#BREZHONEG
Embannet eo gant Skol an Emsav evit an deraouidi adalek an 3de bloavezh, #Brezhoneg a gomz eus sujedoù disheñvel hag aes da lenn gant elfennoù a-fed yezh ha geriaoueg.
Niverennoù kozh a c’helloc’h kavout e burev KanN da amprestiñ.
BREMAÑ
Un eil kelaouenn eo embannet gant Skol an Emsav. Hounnez a zo muioc’h jeneralist hag e brezhoneg penn-da-benn. Dedennus da lenn gant ur geriadur e-kichen !
Niverennoù kozh a c’helloc’h kavout e burev KanN da amprestiñ.
YA !
Ar gelaouenn-mañ a ginnig bep sizhun 14 pajenn e brezhoneg hag ur bajenn e gallaoueg. Embannet eo gant Keit Vimp Bev. Ma’z oc’h ezel eus Kentelioù an Noz e c’hellit kaout ur priz digresket. Traken goulenn diganeomp ur fichenn testeni ha kas dezho gant ho koumanant.
Ur stumm niverel a zo ivez (kaset e vez ur postel bep sizhun gant ul liamm evit pellgargañ ar pdf)
Un niverenn tañva digoust a c’hell bezañ kavet amañ
Niverennoù kozh a c’helloc’h kavout e burev KanN da amprestiñ.
STAL-LEVRIOÙ
Gallout a rit kavout levrioù e brezhoneg dre an internet pe er stalioù da-heul :
Naoned : Durance – 4 alez Orleañs (e terenn “yezhoù estren”)
Roazhon : L’Encre de Bretagne – 28 straed Sant-Melan