Staj kanañ

D’ar Sadorn 29 a viz Genver 2022 e vo aozet ur mintinvezh staj kanañ e brezhoneg gant Kentelioù an Noz hag Al Loar ‘Gan war tem “Kanaouennoù an aod”. Dalc’het e vo ar staj e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali an Añjevinier, 44800 Sant-Ervlan (Savadur B). Ar staj a grogo da 9e30 hag a echuo da 12e30.

Titouroù yec’hed : nullet e c’hallo bezañ ar staj hervez reolennoù yec’hed ar mare. Restaolet e voc’h ma vo nullet ar staj.

Priz : 10€ ar mintinvezh 20€ emezelañ ma n’oc’h ket ezel eus Kentelioù an Noz c’hoazh

Enskrivadur :

https://adobe.ly/3zuuAbr

https://bit.ly/3n0DxnW

No event found!