O klask pleustriñ war ar brezhoneg emaoc’h ? Kinnig a reomp deoc’h un nebeud c’hoarioù evit labourat hag adwelet !

Emgav war al lec’hienn da heul : https://www.educandy.com/
Ha lakait kod (listenn ar c’hodoù a vo kavet ganeoc’h e traoñ ar bajenn) ar c’hoari a zedenn ac’hanoc’h a-zehoù e-krec’h pajenn al lec’hienn educandy !

Un nebeud kuzulioù a-raok kregiñ ganti…

8 doare zo da c’hoari en holl.
1 c’hoari a c’hell bezañ c’hoariet e meur a zoare (Anagrams, Word Search, Hangman…).
C’hoari ar re brezhoneg / galleg da gentañ evit deskiñ ar c’heriaoueg.
Pouezañ war CTRL “+” pe “-” evit brasaat pe bihanaat ar c’hoarioù ma n’int ket bras a-walc’h.

C’hoariit da gentañ gant Anagrams ha Word Search a-raok ober gant Hangman, diaesoc’h eo !

  • Anagrams : Klikit war lizherennoù en traoñ evit adkavout ar ger.
  • Word Search : Chomit da glikañ en ur fiñval al logodenn evit tapout ar ger a-bezh. Gallout a reer kavout gerioù war an tu-gin, a-gleiz da zehoù hag a-zehoù da c’hleiz, eus an us d’an traoñ hag ar c’hontroll, hag a-veskell.
  • Hangman : Klikit war lizherennoù en traoñ evit adkavout ar ger a-raok ne vefe debret an dablezenn chokolad !
  • Noughts & Crosses : Kemerit ar ger a-zehoù ha lakait anezhañ da glotañ gant ar ger er c’hoari evit sevel ul linenn 3 ront pe 3 c’hroaz. Gallout a rit c’hoari a-enep an urzhiataer pe daou-ha-daou ma ‘z eus unan bennak en ho kichen.
  • Crosswords : Klikit war an niverenn da gentañ pe ar gerioù a-zehoù. Klikit da c’houde war al lizherennoù en traoñ evit adkavout ar ger. Diwallit, ma rit ur fazi e cheñcho plas al lizherennoù. Ne gemer ket ar c’hoari-mañ e kont nag al lizherenn “C’H” nag ar varrennig-stagañ.
  • Match-up :  Lakait ar gerioù da glotañ an eil gant ar re all.
  • Memory : Troit ar c’hartoù hag adkavit an daouadoù.
  • Multiple choice : Kavit ar ger e-touez meur a zibab a glot gant ar ger kentañ.

Ar c’hodoù evit gellet c’hoari

Al livioù Al loened Anvioù-gwan An dilhad Ar familh Ar sifroù Ar verboù
301b Live 1 brezhoneg/galleg 5109 Live 1 50f2 Live 1 5137 Live 2 brezhoneg/galleg 32db Live 2 3140 Live 1 50ed Live 1
309d Live 1 brezhoneg 510e Live 1 Unander/Liester 512f Live 3 513c Live 2 brezhoneg/galleg (rikoù) 32e0 Live 2 Unander/Liester
5145 Live 2 brezhoneg
5146 Live 2 brezhoneg (rikoù)