Petra ober gant Kentelioù an Noz e miz Even ?
Bodad lenn, stal ganañ, kentel lenn… Setu ar pezh a vo posubl ober gant Kentelioù an Noz ar miz-mañ ! Adkavit ivez ur bern darvoudoù aozet gant kevredigezhioù all el lizher-mañ, hag evel-just, titouroù diwar-benn ar staj hañv a vo dalc’het etre an 11 hag ar 15 a viz Gouere. Klikit amañ !
Aet ar maout gant Kentelioù an Noz evit Prizioù dazont ar brezhoneg e rummad ar c’hevredigezhioù !
D’ar Gwener 26 a viz Meurzh ez eus bet eus abadenn Prizioù dazont ar brezhoneg 2021 ! Aet eo ar maout gant Kentelioù an Noz e rummad ar c’hevredigezhioù ! Laouen-bras ha fromet-tre omp ! Trugarez vras d’an holl a genlabour ganeomp ha gourc’hemennoù d’an holl re o deus gounezet ur priz ar bloaz-mañ ! …