Gouel fin ar bloaz hag Emvod Meur Dreistordinal

15 May 2023 0 By Degemer

Izili gaer, evel bep bloaz e pedomp ac’hanoc’h evit lidañ fin ar bloavezh kentelioù ha distaol an testenioù live yezh. Ouzhpenn an digarez evit en em vodañ, komz brezhoneg ha kaout ur c’houlzad plijus e ped Kentelioù an Noz ac’hanoc’h a-benn dibab holl asambles cheñchamantoù er mont en-dro ar gevredigezh.

A-BOUEZ : Ma ne c’helloc’h ket bezañ ganeomp eo pouezus deoc’h reiñ ho kalloud

Roll-labour :

  • Displegadenn ar mont en-dro a-vremañ
  • Kinnig cheñchamantoù war ar prizioù + Votiñ
  • Kinnig cheñchamantoù ar statudoù + Votiñ
  • Goulennoù