Emañ Kentelioù an Noz o tuta !

Emañ Kentelioù an Noz o tuta !

14 March 2023 Off By Degemer

Klask a ra KanN ur gelennerez pe kelenner war ar brezhoneg evit an oadourien.

Labour :
→ Kelenn brezhoneg d’an dud deuet, dre gentelioù sizhuniek, war meur a live
→ Da vare kreisteiz ha diouzh an abardaez e vez ar braz eus ar c’hentelioù, e-maez ar vakañsoù skol
→ Sevel kentelioù ha c’hoarioù nevez, diwar kursus ar gevredigezh, da liesseurtat hag efedusaat
ar c’helenn
→ Ober war-dro ar strolladoù etre ar c’hentelioù (skrivañ d’ar re ezvezant, kas poelladennoù…)
→ Buheziñ al laz kelenn : stummañ ha hentañ ar gelennerien all
→ Kemer perzh e aozañ ar stajoù, oc’h ober war-dro ar rann gelenn anezho
→ Kenlabourat gant ar c’henurzhier, evit ma vo aozet skoaz-ouzh-skoaz kentelioù ha dudioù

Barregezhioù / Doare den :
→ Anaoudegezh vat eus ar yezh (DBY live 5)
→ Bezañ stummet war kelenn ar yezhoù bev vo deuet mat
→ Bezañ prenet skiant war ar c’helenn d’an dud deuet ‘vo deuet mat
→ Gouzout displegañ ar yezh diouzh live an deskarded
→ Gouzout ober diouzh tud ha liveoù a bep seurt
→ Bezañ madelezhus ouzh ar re all, kaout pasianted, bezañ star􀆟jenn gantañ
→ Bezañ gouest da labourat asambles gant ar gelennerien, ar c’henurzhier hag ar c’huzul-merañ
→ Aotre bleniañ hag ur c’harr ret


Lec’h : meurgêr Naoned hag a-wechoù, e Liger-Atlantel
Burev e Sant-Ervlan er Greizenn Sevenadurel Breizh Yezhoù ha Sevenadurel (terminus al linenn 3)

Kevrat :
→ Didermen he fad leun amzer
→ Emglev a-stroll ar buheziñ (ECLAT)
→ Strollad : C – 245

Kregiñ : adalek ar 5/06 betek fin miz Eost.

Kas ul lizher emginnig hag ur CV da :
Kentelioù an Noz
Evit ar Burev
12 bali an Angevinière
44800 Sant-Ervlan
kenteliouannoz[@]gmail.com