Keleier miz Kerzu

1 December 2022 0 By Degemer

Mont a ra an amzer war yenaat, neketa ?
Setu miz Kerzu, met n’eo ket ar vakañsoù c’hoazh ! 

Ar miz-mañ e vo digarezioù d’en em gavout evit komz brezhoneg asambles ! Kavout a rit ivez c’hoarioù evit ober adweladennoù e-pad ar vakañsoù.

Hegerz eo deiziadur Diwan ha deiziataer Skol an Emsav (titouroù e fin al lizher)

Dizoloit ivez Deiziataer an Azvent savet gant Liza, bemdez ur ger nevez gant e distagadur !

📅 Sadorn 3 a viz Kerzu / 10e30
📖 BODAD LENN
📍 Tavarn Toutes-Aides Café (Plasenn Toutes-Aides, Doulon)

📅 Sadorn 10 a viz Kerzu / 10e30
📖 KENTEL LENN
📍 Yezhoù ha Sevenadur (Sal stummañ, Savadur B)

📅 Meurzh 13 a viz Kerzu / 8e noz
🥳 BEILHADEG
📍 Yezhoù ha Sevenadur (Sal an diskouezadegoù, Savadur B)
Aozet gant Yezhoù ha Sevenadur, gant Dastum 44

📅 Merc’her 14 a viz Kerzu / 2e30
🍪 STAL GEGINAÑ – Bugale-Tud [chokoladennoù ha gwispid Nedeleg]
📍 Yezhoù ha Sevenadur (Kegin, Savadur D)
Titouroù hag enskrivadur

📅 Gwener 16 a viz Kerzu / 7e30
🎅 RAKLETEZ NEDELEG
📍 Yezhoù ha Sevenadur (Predva, Savadur D)
Titouroù hag enskrivadur

📅 Sadorn17 a viz Kerzu / 2e30
🍪 STAL GEGINAÑ – Oadourien [chokoladennoù ha gwispid Nedeleg]
📍 Yezhoù ha Sevenadur (Kegin, Savadur D)
Titouroù hag enskrivadur

📅 Merc’her 21 a viz Kerzu / 6e30
🎤 STAL GANAÑ
📍E ti Kristin an animatourez, karter Beauséjour
Enskrivadur ret – 45€ ar bloaz+ 20€ emezelañ – Deraouidi degemeret

C’hoarioù evit adwelout e-pad ar vakañsoù :
Kavout a rit amañ un nebeud c’hoarioù enlinenn evit kreñvaat ho live brezhoneg

Gwerzh deiziaterioù ha deiziadurioù e brezhoneg
Evel bep bloaz, gwerzhañ a reomp deiziadurioù e brezhoneg eus Diwan ! An arc’hant a servij da sikour rouedad ar skolioù Diwan. Ar bloaz-mañ e vez skoazellet Skolaj Diwan Sant-Ervlan. Tem an deiziadur eo ar yezhoù minorelaet, amañ hag en estren-vro, gant skeudennoù brav.
Priz : 10€

Kinnig a reomp ivez deiziataer 100% e brezhoneg Skol an Emsav.
Priz evit an izili : 12€ / Priz leun : 13€50