Emvod-Meur 2020 Kentelioù an Noz

Laouen eo skipailh Kentelioù an Noz ouzh ho pediñ d’an Emvod Meur a vo dalc’het d’ar Gwener 25 a viz Gwengolo 2020 da 7eur30 noz, e sal an diskouezadegoù e Yezhoù ha Sevenadur (Savadur B), 12 bali an Añjevinier e Sant-Ervlan. Ur prantad pouezus e buhez ar c’hevredigezhioù eo neuze hon eus ar spi da welout ac’hanoc’h niverus.

Roll-labour :

  1. Kinnig an danevell vuhezel
  2. Votiñ an danevell vuhezel 
  3. Kinnig danevell pedagogel ha danevell obererezhioù 2019-2020
  4. Votiñ an danevell bedagogel hag an danevell obererezhioù
  5. Kinnig danevell an arc’hant evit 2019
  6. Votiñ danevell an arc’hant evit 2019
  7. Raktresoù evit ar bloavezh 2020-2021
  8. Dilennadeg ar C’huzul-Merañ nevez
  9. Goulennoù

Ar c’huzul-merañ a zo digor d’an neb a gar, n’eus forzh live brezhoneg ho peus.
Ne c’hello votiñ nemet an izili o deus paeet o skodenn evit ar bloavezh 2019-2020
. Kavet e vo ganeoc’h amañ dindan ur galloud da reiñ d’unan bennak ma ne vo ket posubl deoc’h bezañ ganeomp hag un teul emginnig evit ar c’huzul-merañ.

Abalamour d’an enkadenn liammet ouzh ar c’hleñved-red e c’houlennomp diganeoc’h dont gant ho maskl ha kelaouiñ ac’hanomp hag e teuoc’h d’an Emvod-Meur.