Petra ober gant Kentelioù an Noz e miz Meurzh ?

Kentelioù an Noz a ginnig meur a obererezh a-hed ar bloaz ouzhpenn d’ar c’hentelioù war ar brezhoneg ! Miz Meurzh a vo ispisial peogwir e vo Mizvezh ar Brezhoneg ! Un digarez da ginnig ur bern obererezhioù deoc’h evel ur stal treiñ kanaouennoù, ur stal sevel kronikennoù gant Radio Naoned, ur stal ganañ, ur stal staliañ poelladoù e brezhoneg gant An Drouizig, ur valeadenn, ar skrivadeg, un Tro ha bistro kenaozet gant Radio Naoned gant c’hoarioù, ur bodad lenn hag un nozvezh c’hoarioù kenaozet gant Yezhoù ha Sevenadur hag an ACB !

Adkavit holl titouroù ar miz o klikañ war al liamm.

Adkavit programm Mizvezh ar Brezhoneg a-bezh en ur glikañ amañ !