Petra ober gant Kentelioù an Noz e miz C’hwevrer ?

Kentelioù an Noz a ginnig meur a obererezh a-hed ar bloaz ouzhpenn d’ar c’hentelioù war ar brezhoneg ! E miz C’hwevrer e vo kinniget deoc’h gant ar gevredigezh ur bodad lenn, ur stal haïku, un nozvezh Tro-ha-Bistro, ur stal ganañ hag ur staj e Penc’herieg a-hed un dibenn-sizhun ! Adkavit holl titouroù ar miz o klikañ war al liamm.