Rakletez Nedeleg d’an 13 a viz Kerzu 2019 !

Un nozvezh rakletez e vo aozet gant Kentelioù an Noz d’ar Gwener 13 a viz Kerzu evit lidañ Nedeleg holl asambles ! 7€ e vo ar pred ha 4€ evit ar vugale dindan 12 vloaz. Ma fell deoc’h evañ ur banne e vo tu deoc’h dont gant ur voutailhad bennak. Digor eo ar pred d’an holl, plijadur a vo !

Diwallit, ret vo deoc’h en em enskrivañ a-raok ar Meurzh 10 a viz Kerzu !

Lec’h : Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali an Angevinière, 44800 Sant-Ervlan

Eur ha deiziad : Gwener 13 a viz Kerzu da 7e30

Priz : 7€ – 4€ evit ar vugale dindan 12 vloaz