Izili Kentelioù an Noz e “Les Hivernales”

Ur saour dioutañ e-unan eo ar festival-mañ savet bep bloaz gant dekadoù a dud a-youl vat engouestlet e kreizennoù sokiosevenadurel Sant Ervlan : « Les Hivernales », « ar Goañveloù » e brezhoneg, a zistroio d’an 22 a viz Du, gant arzoù bev, div sizhunvezh rannet etre dañs, c’hoariva ha sonerezh. An darvoud sevenadurel-mañ hag en deus heñchet kammedoù kentañ Jeanne Cherhal, a lido e nav bloavezh warn-ugent, tro-dro tem kreskadur an hin !

E koulz « Les Hivernales », « ar Goañveloù », izili Kentelioù an Noz (eus ar stal ganañ hag eus ar strollad Joyi) a ginnigo ur « pevarlamm naonedad » kanet ha mimet e kreizenn ar Sav Heol d’ar Sadorn 23 a viz Du etre 3 eur ha 5 eur d’an endervezh. Perak e kreizenn ar Sav Heol ? Rak e bleustr Joyi, strolladig c’hoariva KanN, bep Yaou er greizenn-se, e sal Pablo Neruda !