C’hoant skorañ Kentelioù an Noz ?


Evit sikour ha skorañ Kentelioù an Noz e c’hellit ober ur roadenn dre ar furm-skrid amañ dindan pe o kas ur chekenn gant ho taveennoù (anv, anv-bihan, chomlec’h ha chomlec’h postel) da :
Kentelioù an Noz
12 bali an Angevinière
44800 Sant-Ervlan

Perak ober ur roadenn da gKentelioù an Noz ?

Kentelioù an Noz a zo ur gevredigezh hag a labour evit diorenn ar brezhoneg e Liger-Atlantel abaoe 1985. Aozet e vez ganeomp kentelioù war ar brezhoneg hag obererezhioù ha darvoudoù tro-dro d’ar yezh ha d’ar sevenadur. Kentelioù an Noz a gopr neuze daou zen leun amzer mui un dek kelenner bennak.

En ur ober ur roadenn e skorit ha sikourit ar gevredigezh da lakaat e plas e obererezhioù ha krouiñ raktresoù nevez hag e vroudit ar brezhoneg e Liger-Atlantel.

Pep hini a ro ar pezh en deus c’hoant ! Trugarez vras deoc’h !