Baleadenn e Blaen d’ar Sadorn 16 a viz Du 2019

D’ar Sadorn 16 a viz Du 2019 eo bet aozet ur valeadenn e Blaen gant Kentelioù an Noz Gwinieg asambles gant Jacky Flippot, eil-maer Blaen ha prezidant nevez Skol-Uhel ar Vro !

Kontet eo bet istor lec’hioù dibar Blaen evel chapel Sant Rok ha Kastell Blaen hag istor ar ganol etre Naoned ha Brest. Da greisteiz hon eus debret asambles e-barzh kastell Blaen. Ur mintinvezh plijus !