Espace privé

Cours

kinnog labour

Kinnig labour

Liger Atlantel |

Emañ Kentelioù an Noz  o klask ur G/C'HELENNER/EZ BREZHONEG evit an dud deuet

LEC'H : meurgêr Naoned hag a-wechoù, e Liger-Atlantel
 

KEVRAT : termenet he fad (1 bloavezh) leun amzer, emglev a-stroll ar buheziñ
 

KREGIÑ : 1añ a viz Gwengolo 2018
 

LABOUR :

→ kelenn brezhoneg d'an dud deuet, dre gentelioù sizhuniek, war meur a live

→ da vare kreisteiz ha diouzh an abardaez e vez ar braz eus ar c'hentelioù,

e-maez ar vakañsoù-skol

→ sevel kentelioù ha c'hoarioù nevez, diwar kursus ar gevredigezh, da

liesseurtaat hag efedusaat ar c'helenn

→ ober war-dro ar strolladoù etre ar c'hentelioù (skrivañ d'ar re ezvezant, kas

poelladennoù...)

→ buheziñ al laz kelenn : stummañ ha hentañ ar gelennerien all

→ kemer perzh e aozañ ar stajoù, oc'h ober war-dro ar rann gelenn anezho

→ kenlabourat gant ar c'henurzhier, evit ma vo aozet skoaz-ouzh-skoaz

kentelioù ha dudioù
 

BARREGEZHIOÙ / DOARE DEN :

→ anaoudegezh mat eus ar yezh (DBY live 5)

→ bezañ stummet war kelenn ar yezhoù bev vo deuet mat

→ bezañ prenet skiant war ar c'helenn d'an dud deuet 'vo deuet mat

→ gouzout displegañ ar yezh diouzh live an deskarded

→ gouzout ober diouzh tud ha liveoù a bep seurt

→ bezañ madelezhus ouzh ar re all, kaout pasianted, bezañ startijenn gantañ

→ bezañ gouest da labourat asambles gant ar gelennerien, ar c'henurzhier

hag ar c'huzul-merañ

→ aotre bleniañ hag ur c'harr ret
 

KAS UL LIZHER EMGINNIG HAG UR CV DA :
 

Kentelioù an Noz

Evit ar Burev

12 bali an Añjevinier

44800 Sant-Ervlan

 

Adultes