Cours

klask

KanN o klask kelennerien...

kentelioù an Noz |

→ Kentelioù an Noz zo o klask tud prest d'ober war-dro ur strollad dezhi, forzh pe live e vefe. Bep sizhun e vez aozet kentelioù ganeomp, un eur hanter pad, a-hed ar bloaz-skol.

→ Stummet e vo an danvez kelennerien a-raok kregiñ ganti, d'ober anaoudegezh gant hor c'hevredigezh ha he hentennoù dibar d'ar c'helenn d'an dud deuet.

→ E-pad ar bloaz e vint skoazellet gant an hini e penn ar rann stummañ. Ouzhpenn se ez eus bodet enlinenn kentelioù liesseurt a c'hallont ober o mad anezho, evit ma vefe aesoc'h ha plijusoc'h o labour.

→ Disklêriet ha paeet eo al labour prizius-se, anat eo.

→ Kit e darempred ganeomp da c'houzout pelloc'h:
kenteliouannoz@gmail.com
• 02.40.20.39.74

Adultes Apprendre