Espace privé

Activités

radio

Stummadur war ar radio

KanN a ginnig deoc'h ur stummadur war ar radio bep Meurzh etre ar 16 a viz Genver betek an 13 a viz C'hwevrer, etre 7e ha 9e da noz.

Pal ar stummadur eo stummañ ar brezhonegerien war ar medium radio.
An teknik, aozañ un abadenn, frammañ, sevel atersadennoù, enrollañ,... Seurt traoù zo da gelenn d'an dud a oar brezhoneg evit lakaat anezho, ma fell deoc'h, kemer perzh da brogrammoù Alternantes (staliet er greizenn sevenadurel Yezhoù ha Sevenadur) pe ar re Radio Kerne hag a vo un deiz bennak e Liger-Atlantel.

N'eo ket ar wech kentañ eo kinniget un obererezh tro-dro ar radio gant KanN. Ar bloaz-mañ e vo buhezet gant Kevin, kenurzhier Kentelioù an Noz, ha paotr ar radio abaoe 1995.

Evit d'ho kelaouiñ, setu amañ-dindan, ur rak-brogramm :

> Ar 16 : 

  • c'hoarioù atersedennoù
  • troiad war an teknik
  • kavout trouzioù evit kinklañ an abadenn(ig) pe ar gronikenn

> An 23

  • frammañ
  • jingles

> An 30

  • Un abadenn frammet prest da vezañ skignet

> Ar 6

  • aozadur d'un abadenn war-eeun

> An 13

  • Un abadenn war-eeun

 

Trugarez da lakaat hoc'h anv dre vmail pe pellgomz :
kenteliouannoz@gmail.com  -  02 40 20 39 74

Perzhidi : brezhonegerien krennarded pe tud-deuet

Lec'h : Alternantes - burev KanN

Eur :  7e-9e

Priz : 80€ / 50€