Obererezh

c'hoariva

C'hoariva

C’hoariva zo bet e Kentelioù an Noz abaoe pell. Loc’het eo bet ar strollad Joyi e daou vil dek gant Katell Leon, ha lusket eo bet ganti e-pad daou vloaz... Emren eo ar strollad d’ar c’houlz-mañ. Digor eo da izili ar gevredigezh.

 

Pal kentañ ar strollad:

  • Ober gant ar brezhoneg dre gomz e-pad ar pleustradennoù.

  • Ober gant testennoù e brezhoneg, skrivañ, treiñ e brezhoneg.

  • Reiñ da glevout brezhoneg e pezhioù berr a-walac’h evit arvesterien (danvez brezhonegerien pe get) n’int ket maout war brezhoneg, distagañ mat gant pouez-mouezh da reiñ lusk, sonerezh ar yezh

  • Skoazellañ ar c’hompren gant ar well : jestroù, doareoù da vezañ, implij traoù…

  • Lakaat da anavezout lennegezh e brezhoneg

 

 

Lusk ar strollad:

Ar blijadur: d’ober gant ar brezhoneg; da vezañ fromet, asambles, pe get; da grouiñ, da glask doareoù rik da lakaat war wel ster don un destenn skrivet.

Ar frankiz : da c’hoari gant ar gerioù, ar jestroù, ar vouezh, ar fromoù, ar mennozhioù; da ginnig ar menoz a zeu hag a vo komprenet, kemmet, perc'hennet gant ar re all... pe get...

An doujañs: ouzh kizidigezh, gwirionded, diforc’hioù, goulennoù pep hini ar strollad.

 

 

Mont en-dro ar strollad e-pad ar bloaz :

Emren eo doare da vont en dro d’ar strollad.

Bep Yaou, da eizh eur hanter en-noz, e kreizenn Sav Heol Sant Ervlan, e krog ar bleustradenn gant c’hoarioù d’en em dommañ, c’hoarioù da lakaat pep hini da vezañ en e aes d’ober gant ar vouezh, ar c’horf, ar fromoù, gant peurrest ar strollad … a-benn servijout an destenn war ar stern goude...

Kregiñ a ra ar bloavezh o kemer perzh gant skolajidi deus Diwan ha Rutigliano en abadenn barzhoniel aozet gant Michel Valmer hag an ACB a bed ur barzh pe ur c’haner brezhoneger a-vremañ er sal Vasse. Barzhonegoù, lavarennoù kanaouennoù dibabet e oberenn an den pedet zo lakaet da glevout, da welout.

Goude e-pad ar bloavezh, eo dibabet ha pleustret destenn ur pezhig pe stekchoù kinniget e-kerzh abadenn fin ar bloaz e Kentelioù an Noz pe e degouezhioù all.

 

Raktresoù ar bloaz 2017-2018 :

5 e vimp, Valérie ha Claude a gemero perzh er strollad d’ar bloavezh-mañ

.Perzh e kemerimp e Ene Breizh c’hoazh

.Ur sketch bennak vo troet ha leurennet

. Ur c’hrouidigezh a vo diwar-benn ur gontadenn sinaek e kenlabour gant Yezhoù ha Yec’hed

“ Ar mailh hag ar c’hoziad“ :

« Ur mezeg brudet ha doujet en e gêriadenn…Ur mintin emañ oc’h ober prenadennoù e marc’had ar gêriadenn pa erru ur mailh war an arzoù emgann ambrouget gant e strollad kanfarted hag a wallgas an annezidi… Ar c’hozhiad e-unan a gred en em sevel a-enep ar strollad… »

Deomp da :

- skrivañ an divizoù

- leurenniñ ar pezh

- ha diskouez d’an arvestourien e miz ar brezhoneg hag ar Gallo e miz Meurzh