Obererezh

an drouizig

Nozvezh staliañ meziantoù

Yezhoù ha Sevenadur |

Brezhonekait ho stlenneg !

Difazier, meziantoù, c'hoarioù... A-bep seurt evit hoc'h urzhiataer hag ho poellgomzer.

Kregiñ a raio an nozvezh gant ur ginnigadenn eus ar pezh a c'haller kavout e brezhoneg war an dachenn niverel. Da c'houde e vo an nozvezh staliañ da vat!
Degasit hoc'h urzhiataer, ho poellgomzer pe hoc'h alc'hwez USB evit o brezhonekaat.

Kudenn ebet ma n'hallit ket erruout d'an eur skrivet war an darvoud: degemeret e viot evit skoazellañ ac'hanoc'h a-hed an nozvezh!

Raktreset eo prenañ traoù da lonkañ a-hed an nozvezh.

Un nozvezh aozet gant An drouizig ha Kentelioù an Noz

Tud deuet Deskiñ Embregerezh Familhoù