Espace privé

Obererezh

distro

Emvod distro-skol

Yezhoù ha Sevenadur |

Ar c'hentelioù kinniget gant ar gevredigezh Kentelioù An Noz a grogo sizhunvezh kentañ miz Here.

Deuit d'hor gwelet da Lun 24 adalek 6e30 e kreizenn Yezhoù ha Sevenadur evit emvod bloaziek an distro-skol.

Un digarez eo an darvoud-mañ d'an izili dremenet d'en em welout, gwelout o c'helenner·ez hag emezelañ evit bloaz ouzhpenn.

Evit ar re a fell dezho kregiñ da zeskiñ brezhoneg eo un digarez da zizoloiñ ar gevredigezh ouzhpenn kaout an holl titouroù ret d'o enskrivadur.

Un emgav plijus holl a-gevret evit stourm ar yezh, hec'h implij hag evit lañsañ brav ar bloavezh deskiñ eo.

Programm :

> Kinnig ar gevredigezh
> Kinnig ar c'hentelioù
> Kinnig deiziataer ar bloaz
> Emezelañ hag en em enskrivañ
> Banne degemer

Ma ne c'hallit ket dont d'ar greizenn, e c'hallit emezelañ, en em enskrivañ pe goulenn titouroù d'ur poent all.

Evit emezelan klikit amañ
Evit en em enskrivañ eo dre amañ evit ar priz leun pe amañ evit ar priz digresket.

Kavout a reor titouroù war al lec'h, an eur, an deiz amañ.

M'ho peus ezhomm muioc'h a ditouroù e c'hallor pellgomz d'ar 02 40 20 39 74 pe skrivañ da kenteliouannoz@gmail.com

M'ho peus ur gont facebook, pouezit war "mont a rin" d'an darvoud ha na zisoñjit ket skignañ anezhañ.

Tud deuet Deskiñ Embregerezh Familhoù