
Kerravaot
Dalc'het e vo pourmenadeg Kerravaot d'ar 14 a viz Here, etre 10e ha 1e goude merenn.
Dirak ti Alan ha Luce (emgav da 9e45), e Milin Santez-Katell (moulin de Sainte-Catherine), nepell eus bourk Kerravaot war hent Lanerell (Le Landreau), e krogo ar bourmenadeg.
Da gentañ e kerzhimp a-hed gwazh-dour la Divatte a ra an harz etre Breizh ha Bro-C'hall.
Paradoz ar falsholenerien (faux-sauniers) e oa ar vro gwezhall ha kontet e vo deoc'h an istor-se. Da c'houde e vo heuliet hent-houarn kozh "le Petit Anjou" a dremene dre Gerravaot gwezhall. Araok fin ar bourmenadeg e vo gwelet ur feunteun gozh (Noe). Goude an digor-kalon, e vo debret merenn e ti Alan ha Luce ....
Degasit ho poued mar plij !
Tud deuet Bugale Familhoù