Espace privé

Obererezh

la pierre percée

distro war an dro-vale

Ar Chapel Baz-Meur |

Kontet e oa bet istor ar Chapel Baz-Meur. Anv ar gumun a zeu eus Aotrou Batsamer ha n’eus netra da welet gant ar mor… Gwelet hor boa al Liger gant porzh Maen Toullet hag enezenn Arrouis, lec’h ma oa bet krouet keuz « ar Person Naonedad”.  War ar Liger e tremen ar vag anvet Loire Princesse abaoe 2015. Savet e oa bet ar vag-se e Sant-Nazer. Kalz touristed a ra ar verdeadenn warni etre sant-Nazer ha Bouchemaine, e-kichen Ansker.

Plijus-tre e oa kerzhout etre gwez park Maen-Toullet betek tour « trompe-souris », perc’hennet gant familh Antoine Bouyer. An anv-se zo bet roet d’ar vreserezh (ivez)a zo meret gant Antoine hag a ra berzh er winieg. Serret e oa ar chapel gozh Sant-Simon siwazh (savet er XVIvet kantved). Desket hon eus kalz traoù diwar-benn pesked al Liger ivez. N’eo ket souezhus e vez kavet kalz pretioù a servij pesked e-kichen. N’hon eus ket debret er preti met tañvaet  hon eus keuz « Ar Person Naonedad » evit echuiñ ganti.

Tud deuet