Espace privé

Kentelioù

La plinguetiere

Staj "war vord al lenn-veur"

La plinguetiere |

E kastell ar Plinguetiere, war ribl al Lenn-Veur, e vo dalc'het staj Kentelioù an Noz.

Ur staj dre soubidigezh an hini eo, gant bod ha boued, evit en em varrekaat dre gomz dreist-holl, oc'h ober gant ar yezh a-hed an deiz : kentelioù diouzh ar mintin, obererezhioù goude merenn, ha beilhadegoù diouzh noz.

Hor buhezourien zo startijenn ganto hag ijin enno : abadennoù liesseurt ha dic'hortoz a vo aozet ganto e-pad ar sizhun. Peadra da dudiañ e amzer en ur ober anaoudegezh gant Bro-Naoned hag he gwiniegi.

Na chomit ket etre daou: deuit 'ta d'ober un tañva da birvidigezh gevred Breizh gant Kentelioù an Noz !

Lec’h : Sant-Enion al Lenn-Veur (15 km er mervent da Naoned)
Deiziadoù : eus al lun 9 d'ar Gwener 13 a viz Gouere 2018
Live : etre, B1 (da-geñver framm europa ar yezhoù), da lavaret eo al live tizher goude 3 bloavezh kentelioù noz da nebeutañ
Bod ha boued : e bungalow, gant an holl predoù enkontet er priz
Plasoù : 12
Priz : 330€ priz ordin - 300€ priz bihan (studierien, tud dilabour, hag all). Chekennoù vakañsoù degemeret. Paeañ enlinenn amañ

Tud deuet Deskiñ Vakañsoù