Espace privé

Kentelioù

KanN

Kentelioù brezhoneg, penaos en em enskrivañ ?

Bro Naoned |

Demat deoc'h,

Setu an elfennoù ret da c'houzout evit gallout en em enskrivañ d'ar c'hentelioù brezhoneg aozet gant Kentelioù an Noz.

Kavout a rafec'h al lec'hioù hag an eurvezhioù live 1 amañ.

Evit emezelañ e c'halloc'h leuniañ ar furmskrid.
 

Ar paeañ a vez graet dre ar furmskrid-mañ.
Evit an diskar priz eo dre amañ :
 

Kinnig a reomp neuze un diskar priz. Gallout a raer ivez paeañ war veur a viz (Gwengolo, Here, Du ha Kerzu). Na chomit ket etre daou soñj ha pellgomzit pe kasit ur postel deomp.

Ma fell deoc'h, gallout a reomp reiñ un testeni enskrivañ deoc'h.

Ma c'hallit, gallout a reoc'h reiñ ur road dre al liamm-mañ.

Kentelioù an Noz a zo ur gevredigezh anavezet a laz foran. Un testeni digresk tailhoù a roomp en eskemm d'ar road.

Evit ho kelaouiñ, ur road 20€ a gousto 6.80€ goude un distaol kemedel, ur road 50€ a vo 17€, hag unan 100€ a gousto 34€ deoc'h.
 

A galon.

Tud deuet Deskiñ