Kentelioù

Degemer mat e Kentelioù an Noz!

 

——— AR SPERED ———

Deomp-ni eo ar c'hevredigezhioù an aozadurioù gwellañ evit plediñ gant ar c'hentelioù sizhuniek. Rak deskiñ ur yezh ne vez ket graet e-unan-penn; asambles ne lavaran ket. Asambles gant izili all e strollad, asambles gant izili all ar gevredigezh, asambles gant e gelenner... ez eer war-raok. Gouzout a ouzomp e vez goulennet ouzhpenn treuzkas ar yezh digant ar frammoù kelenn. Talvoudoù stag outi a vez gortozet diganto ivez: al levenez, ar c'hengred, al liammoù etre an dud... Aes e c'hall an talvoudoù-se diwanañ en un endro kevredigezhel: se zo kaoz he deus divizet Kentelioù an Noz chom ur gevredigezh, daoust dezhi da vodañ muioc'h-mui a izili. Evit ma vo frouezhus ha plijus deskiñ war un dro ganeomp.

 

——— AR C'HELENN ———

Diaes eo skrivañ berr-ha-berr diwar-benn hentenn ar gevredigezh. Cheñch-dicheñch eo an doareoù kelenn eus an eil live d'egile, eus an eil kelenner d'egile. Kement-se ne vir ket hol laz kelenn da vezañ unan. An holl a ra gant ar memes programm ha gant ar memes ger-stur: plijus hag efedus.

El liveoù 1 / 2 eo dre gomz eo e vez graet ar braz eus ar c'hentelioù. Evit ober anaoudegezh gant un danvez e vez labouret dre selaou ha dre adlavarout. Da c'houde e vez graet c'hoarioù evit pleustriñ war an tem nevez-se: diwar skeudennoù ha diwar dresadennoù e plij deomp labourat neuze, azasaet diwar hentennoù saozneg, evit ma vefe soubet an dud e brezhoneg. Ur wech achu ganti e vez lennet ur fichenn-bilañs, skrivet fraezh ar reolenn yezhadur ha skouerioù warni.

N'eo ket prenañ levr ebet: pourvezet eo pep tra ganeomp. Al labour d'ober er gêr, da skouer, a vez kaset dre bostel peurliesañ.

Anat, liammet eo obererezhioù all ar gevredigezh (adwelout, stajoù...) ouzh programm ar c'hentelioù sizhuniek. Seul ingaloc'h e c'haller kemer perzh en abadennoù «bonus»-se, seul efedusoc'h e vez hor c'hursus.

 

——— AR C'HURSUS ———

Kalonenn ar gevredigezh eo ar c'hentelioù sizhuniek abaoe 1985. Evel-just o deus cheñchet abaoe. Azasaet int bet ouzh an dud o teskiñ ha gwellaet dre hentennoù nevez. Rak se e oa bet adaozet penn-da-benn ar c'hursus e 2014, goude bezañ komzet gant hor c'helennerien ha bezañ selaouet hon deskarded. Bremañ eo rannet ar c'hursus etre pemp live.

Evel pep deskoni e kroger gant an diazezoù, e-pad daou vloaz (LIVE 1 / LIVE 2): geriaouegoù, an teir amzer bennañ... Ar programm n'eo ket ken stank en eil pazenn (LIVE 3 / LIVE 3+). E-mod-se e vez amzer d'ober obererezhioù a bep seurt. Ouzhpenn ar c'hentelioù ordin e c'hall deskarded an daou live-se heuliañ ur gentel savet a-ratozh evito: ar gentel gomz, evit deskiñ fonnusoc'h komz. Ur wech en em gavet el LIVE + ez eer betek penn programm deskiñ hor c'hevredigezh. Da c'houde e c'hall ar vrezhonegerien kendelc'her ganti, gant ur strollad LIVE + pe gant un atalier arbennik (bodad komz, bodad lenn).

 

Evit klokaat ar c'hursus ez eus aozet abadennoù niverus, bodet hon izili ganto, forzh pe live a vefe dezho. Kentelioù adwelout a vez aozet bep miz, digoust, evit pep hini eus ar pemp live. Kalz stajoù hag obererezhioù zo aozet ganeomp ivez: kanañ, bale, liorzhañ, kafeta... A-drugarez dezho e c'haller ober gant ar yezh e-maez ar c'hentelioù, mont war-raok buanoc'h en ur ober anaoudegezh gant izili all ar gevredigezh.

Tarifs

Cours de Breton - 1h30/sem
Tarif Plein 185
Tarif Réduit* 100
Cours de conversation - 1h30/sem
Tarif Plein 185
Tarif Réduit* 100
Autres activités pédagogiques
Gallois (1 fois/mois sur 4 mois) 35
Préparation au épreuves du Bac 85
stummadur war ar gwenanerezh / Formation à l'apiculture 120 €
Stummadur war radio / formation à la radio (médium) 80 €
  1. * Evit ar studierien, an dud dilabour, an dud bihan o gounidigezh. Ar priz bihanaet a gontomp adalek an eil den evit ar c'houpladoù hag ar familhoù. D'ar re o kemer perzh en ur gentel eo kinniget ar priz bihanaet dezho evit an obererezhioù all, pe un eil kentel.

Grille des cours

Niveau 1
Châteaubriant La Charrue Jonathan / Anton
Lundi 20h Ti Keltiek (Kreiz-kêr Naoned - Nantes centre-ville) Aorelian
Mardi 19h30 Ti Keltiek (Kreiz-kêr Naoned - Nantes centre-ville) Alixia
Mardi 20h Ti ar c'hemberioù - Maison des confluences (Naoned Su- Nantes Sud) Gaelle
Mercredi 18h30 Skol Diwan Naoned - Ecole Diwan de Nantes (Kornog Naoned - Nantes Ouest) Aorelian
Vendredi 12h15 yezhoù ha Sevenadur ou Ti Keltiek (en fonction du nombre d'inscrits) Aorelian
Niveau 2
Meurzh 8e Sal La Prime (Naoned-Sez Tereza - Nantes-St Thérèse) Anna
Merc'her 12e15 Malakoff (Reter Naoned - Nantes Est) Aorelian
Merc'her 8e Sal Ampere (Zola, Naoned - Nantes) Nolwenn
Gwener 7e30 Ankiniz - Ancenis, gant-avec Heñtoù Breizh Aorelian
Yaou 6e Al Lavreer Botorel - Le Loroux-bottereau, gant/avec KanN-Gwinieg Yann-Lukas
Niveau 3
Lun 8e30 Kevredigezh Manjin enez Beaulieu - Association Mangin île Beaulieu (enez Naoned - île de Nantes) Arno
Merc'her 8e Skol Diwan Naoned - Ecole Diwan de Nantes (Kornog Naoned - Nantes Ouest) Aorelian
Lun 12e15 Ti Keltiek (Kreiz-kêr Naoned - Nantes centre-ville) Aorelian
Lun 7e30 Sez Lusenn - Ste Luce, gant/avec KanN-Sez Lusenn Melaine
Niveau 3+
Meurzh 8e Ti Keltiek (Kreiz-kêr Naoned - Nantes centre-ville) Aorelian
Yaou 10e15 Ti Keltiek (Kreiz-kêr Naoned - Nantes centre-ville) Aorelian
Gwener 6e15 Ankiniz - Ancenis, gant-avec Heñtoù Breizh Aorelian
Niveau +
Meurzh 12e15 Manufacture (Kreiz-kêr Naoned - Nantes centre-ville) Aorelian
Mercredi 10h Porzh Boyer - Port Boyer (Reter Naoned - Nantes Est) Aorelian
Mercredi 20h Manufacture (Kreiz-kêr Naoned - Nantes centre-ville) Dominig
Jeudi 12h30 Ti Keltiek (Kreiz-kêr Naoned - Nantes centre-ville) Aorelian
Jeudi 20h Ti Keltiek (Kreiz-kêr Naoned - Nantes centre-ville) Aorelian
Adwelout - Révisions (1 sadorn/miz - 1 samedi/mois)
Live 1 - Niveau 1 (11e) Yezhoù ha Sevenadur (St Ervlan - St Herblain) Leo
Live 2 - Niveau 2 Yezhoù ha Sevenadur (St Ervlan - St Herblain) Leo
Live 3 - Niveau 3 Yezhoù ha Sevenadur (St Ervlan - St Herblain) Leo
Live 3+ Yezhoù ha Sevenadur (St Ervlan - St Herblain) Leo
Live + Yezhoù ha Sevenadur (St Ervlan - St Herblain) Leo