Darvoudoù

mizbzhg

Roll darvoudoù KanN

Bro Naoned |

Miz meurzh eo Mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg.
Meur a gevredigezh a ginnig darvoudoù a bep-seurt evit lakaat war-well intrudu e keñver ar brezhoneg.
Setu deiziadoù #KanN adalek ar 17 a viz Meurzh.

 

Ar sadorn 17 a viz Meurzh = Tro-vale gant KanN-Gwinieg
 

Evel e vez graet abaoe bloavezhioù bremañ, KanN-Gwinieg a gaso ac'hanoc'h war hentoù Bro Naoned. Evel just e vo kontet deoc'h istorigoù bihan war ar vro pe al lec'hioù tremenet.

  • Loc'hañ eus la Hallopière e Monnières da 9e45
  • Digoust

 

Ar sul 18 a viz Meurzh = War roudoù an duked Breizh

N'eo ket ar wech kentañ e kinnig un dro-vale en Naoned Kentelioù an Noz. Met ar wech kentañ eo skignet dre FacebookLive.

  • War-eeun war Facebook Live da 3e gm
  • Digoust

 

Ar yaou 22 a viz Meurzh = C'hoariva

Strollad Joyi a ginnigo un heuliadenn sketchoù ha bez e vo ivez ur prantad c’hoariva war ar prim gant ul leurenn digor.

  • Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali an Añjevinier da 8e dn
  • Digoust

 

Ar gwener 23 a viz Meurzh = Tro ha bistro Karaoke

Eus Klaod Fañch da Pharell Wiliams, eus Desirless da Daft Punk, deuit 'ta da ganañ ho kanaouennoù muiañ karet ... e brezhoneg ! Un abadenn blijus ha fentus digoret d'an holl !

  • L’annexe Café, 36 straed Léon Jamin da 8dn
  • Digoust

 

Ar sadorn 23 a viz Meurzh= Staj kanañ

  • Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali an Añjevinier da 9e30mintin
  • Priz : 10€

Ar sadorn 31 a viz Meurzh = Kwizz e divyezhek

 

  • Yezhoù ha Sevenadur, 12 bali an Añjevinier da 2egm
  • Digoust

Tud deuet Deskiñ Familhoù