Darvoudoù

#bzhg

Nozvezh loc'hañ

Yezhoù ha Sevenadur |

Facebook, Instagram, Twitter : setu gerioù ho peus klevet dija ! Ha gouzout a rit ober ganto ?
Petra eo plas ar yezh er rouedadoù ? Daoust hag-eñ e ranker embann e divyezhek ? Pa vez divyezhek, pehini lakaat da gentañ ? Sed aze un toullad goulennoù, peadra da voueta un nozvezh war tem implij ar binviji nevez-se, nozvezh hag a roio lañs da Mizvezh Ar Brezhoneg !

Programm : kaozeadenn gant Fulup Jakez, rener Ofis Publik ar Brezhoneg hag atalieroù evit pleustriñ.

Priz : Digoust

Tud deuet Deskiñ Embregerezh Familhoù