Espace privé

Darvoudoù

Kwiz

KWIZ

Yezhoù ha Sevenadur |

Kinniget ar c'hoari anvet Kwiz un tamm pep lec'h e Breizh e fin Meurzh, da geñver mizvezh ar brezhoneg. Ar bloavezhioù tremenet e oa bet en tu all da 500 den o kemer perzh e abadenn ar C'hwiz, ha plijadur e oa bet hardi.

Savet eo bet ar c'hoari, ar reolennoù, ar goulennoù hag all gant ur skipailh bodet e DAO, kengevredigezh ar c'helenn brezhoneg d'an dud deuet. Spi hon eus e vo kement a blijadur gant ar berzhidi hag hon eus bet o sevel ar c'hoari !

 

Ur c'hoari dre skipailhoù eo ar c'hwiz, skipailhoù etre 3 ha 5 den, gant bugale, krennarded ha tud deuet, pe skipailhoù krennarded ha tud deuet hepken. Ne vo ket skipailhoù gant bugale nemet ken eta. 5 tem goulennoù a vo : istor-douaroniezh, sevenadur, sport ha dudi, skiantoù ha natur, ha brezhoneg. E pep tem e vo goulennoù aes evit ar vugale ha reoù ziaesoc'h pe dic'hortoz… E-touesk ar plijadurioù kinniget e vo dav respont da c'houlennoù digor pe goulennoù-dibab evel-just, met ivez anavezout trouzioù pe mouezioù, lec'hiañ skeudennoù….

 

An holl a vo degemeret en abadenn. Pa vo lavaret ar goulennoù e brezhoneg nemet ken e vo memestra posupl heuliañ ha kemer perzh er c'hoari evit an deskidi pe ar gerent a zeuio gant o bugale, pa vo skignet pep tra e brezhoneg ha galleg ouzh ar skramm.

 

 

 

 

 

Tud deuet Bugale Familhoù